PAJENN E BREZHONEG - LECHIENN GENROUEDAD

Brest… ur gêr troet da vat war-du ar mor. Gant martoloded vrudet ha merdeerien veur eo bet goveliet hengoun mor ar geoded. Alies eo bet kontet ha kanet an aergelc’h dibar a oa o ren e Brest kozh. Aze emañ ar vorlenn, tostik-tost, o pediñ ac’hanoc’h da vont da veajiñ. Deuit da zizoleiñ al ledennad dour dibar-se ha da analañ aer yac’h ar mor ! War dreuzoù Brest emañ ar vro en he c’haerañ : aodoù diwallet, maezioù kemm-digemm o livioù hag ur glad sevenadurel hep e bar ! Deuit ganeomp ‘ta da benn ar bed.

Brest, ur veurgêr birvilh enni !

KARTENN IDENTELEZH AN TEROUER

Brest hiziv zo :

  • Meur a c’hennad war gresk : lestrsaverezh, imbourc’h ha diorren, skiantoù ha teknologiezhioù ar mor, gounezvouederezh.
  • 2300 a studierien.
  • Un aerborzh etrebroadel (817 000 a dreizhidi) ; ur porzh mor don ; 15 TTB Atlantel bemdez etrezi ha Pariz ; 2 c’hourhent hep treizhaj war-du Roazhon ha Naoned.
  • Ul leurenn vroadel, kreizenn ar c’hendalc’hioù ; ur sal sonerezh a vremañ; un dachenn an diskouezadegoù.
  • Océanopolis,  ur park evit dizoleiñ ar meurvorioù
  • Porzh-bageal kentañ Breizh (gant obererezhioù merdeiñ a-leizh)
  • Bep 4 bloaz e vez aozet ur gouel mor etrebroadel (ar wech a zeu : Brest 2012).
  • 47 leti etre 1* ha 3*, da lavaret eo 1741 a gambreier; 4 leti-annez; teir zachenn-gampiñ;  un herberc'h yaouankiz; 300 preti.
  • Morlenn vrasañ Europa (150 km2), ar Mirva Louzawouriezh Broadel (an eil en Europa), Mirdi ar Verdeadurezh, Mirdi an Arzoù-kaer.

Brest Meurgêr ar Mor gant un nebeud sifroù :

  • 8 kumun
  • 220 km2
  • 209 480 annezad (ha 145 200 anezho e Brest)

AL LEC’HIADOÙ HAG AN AVEADURIOÙ TOURISTEL

Océanopolis :
Ur park dibar en Europa evit dizoleiñ ar meurvorioù ! Eus ar pennaheloù d’an trovanoù, en ur dremen dre aodoù Breizh, e vez roet an tu deoc'h da ergerzhout holl vorioù ar bed. Ur veaj evit tostaat d’ar skiant hag evit gwelet abadennoù leurennet-kaer e-pad un devezh leun a from hag a zizoleadennoù. Gortozet oc’h eno gant : 10 000 a loened, 3 bed da zizoleiñ (pavilhon ar pennaheloù, ennañ un tropad bras a vanked hag ur gwir vorskorneg varzhus, pavilhon an trovanoù, ennañ ur gouraleg kloued hag un oglenn bras-divent rinkined, hag ar pavilhon hin kerreizh ma vez bouetet ar reuniged), diskouezadegoù, filmoù, abadennoù...

Mirva Louzawouriezh Broadel :
Kentañ aozadur ar bed o'n em ouestlañ hepken da saveteiñ ar plant en arvar da vont da get. Ar Mirva, tamolodet e-kreiz traoñienn Stangalar, zo anezhañ un takad dibar, 40 hektar dezhañ, ha brudet er bed a-bezh. Dastum, mirout ha gounit a ra spesadoù rouez eus inizi ar bed a-bezh zo en arvar da vont da get.

Mirdi Broadel ar Morlu : Er rann gozh eus ar c’hastell e kavot livadurioù, kizelladurioù ha maketennoù a bep seurt o taolenniñ istor ar Morlu hag ar c’hastell. Ul lodenn eus ar weladenn a vez graet er-maez,  gant ur gwel kaer war ar porzh-brezel.

Kalvar Plougastell : savet e voe goude bosenn 1598 gant donezonoù an dud. Ar c'halvar, gant e 181 dudenn bennak, a daolenn ar mareoù pennañ eus buhez Jezuz, hag int kizellet war div frizenn dreistlakaet. E-pad an Eil Brezel-bed e voe gwastet ar c’halvar abalamour da dennoù kanol. Adkempennet e voe, etre 1948 ha 1950, gant ar c’hizellour Millet, dreist-holl gant an arc’hant a oa bet degaset gant un diazezadur krouet gant un ofiser amerikan a oa bet e Plougastell-Daoulaz da vare ar vombezadeg.

An Tour Tangi : ur mirdi a daolenn istor Kêr Vrest. Ennañ ez eus un diskouezadeg vras a vaketennoù ha dioramaioù, anezho adsavadennoù istorel ha pourmenadennoù dre straedoù brav-iskis Brest a-raok 1939.

Mirdi an Arzoù-Kaer : evel ul lec’h eoriañ er gêr nevez, ar mirdi, digoret e 1968 er gêr adsavet, a ginnig un daolenn eus al liverezh europat etre fin ar XVIvet kantved ha kreiz an XXvet kantved. Eus ar vanieregezh d’an nevezklaselezh, Italia hag hec’h oberennoù barok zo un dave arzel e-kichen an oberennoù gall ha flandrezat ; al luskadoù nevezklasel, romantel, akademiel, a ro lec’h d’ar prantad arouezouriezh ha da skol Pont-Aven ; oberennoù Georges Lacombe, Paul Sérusier, Émile Bernard pe Maurice Denis a ro ur weledigezh skedus eus ar genedouriezh nevez-se. Gant Breizh hag ar mor pe istor ar verdeadurezh e pled e-leizh a arzourien, e-kichen un nebeud pennoberennoù evel al livadurioù « Pa vin fuzuilhet ganto » gant Yves Tanguy pe « An avalenn en he bleuñv » gant Pierre Bonnard.

Mirdi ar Sivi hag ar Glad : deuit da zizoleiñ istor marzhus ar sivi. Adakek ar mare ma oa bet degaset sivi da Vreizh gant Amédée François Frézier, betek an gounezadurioù hiziv, e vo desket pep tra ganeoc’h  war ar sivi bihan leun a chug, a zegas brud da ledenez Plougastell. Kavout a reot ivez pezhioù all eus dastumad ar mirdi dre demoù labourioù ar mor, gounidigezh al lin, an arrebeuri…
Dizoloit lid ar wezenn-avaloù, zo dibar da Blougastell-Daoulaz. Ha gant ouzhpenn tri-ugent jak e vez kinniget deoc’h dilhadoù diseurt al ledenez hag o emdroadur etre 1820 ha 1960.

Porzh bageal ar Vilin Wenn, e-kichenik Océanopolis (Kreizenn Dizoleiñ ar Meurvorioù), eo brasañ porzh Breizh gant e 1 580 plas ; modernaet e vo evit degemer eus ar gwellañ michereien ar bageerezh, obererezhioù merdeiñ hag ur greizenn genwerzhel.

Ur poull-neuial c’hoarioù : ar Spadium Parc
Ar greizenn dudi merdeiñ, savet e-kichen traezhenn ar Vilin Wenn hag ar porzh-bageal, e vo ar greizenn bouezusañ er C’hornôg (7 500 m2) gant meur a boull, ul loc’h c’hoari, lammoù-dour, ur jacuzzi, ur spa...

UN TAMM ISTOR

Deiziadoù pennañ istor Brest :
IIIe kantved : Savet ur c’hastellum (kamp mogeriet) gant ar Romaned. Evel-se eo bet ganet Brest…
1593 : Brest, a oa enni 1 500 annezad,  a voe lakaet e renk ar c’hêrioù gant Herri IV.
1631 : Krouet an arsanailh gant Richelieu. Deroù diorren ar porzh hag an arme e Brest.
1686 : Erruet kannaded rouantelezh Siam e Brest.
1694 : Kentañ tres da derkañ Brest gant Vauban.
1750-1751 : Savet ar galeoù gant ijinour ar Verdeadurezh Choquet de Lindu.
1861 : Digoret kentañ pont Rekourañs d’ar monedone.
1861-1889 : Dilezel ar Penfell a ra ar porzh-kenwerzh evit en em staliañ e poull Porstrein.
1917-1918 : Brest, porzh-dilestrañ an Amerikaned.
1930 : Digoret pont Plougastell.
1940 : Erruet ar soudarded alaman e Brest (d’an 19 a viz Mezheven).
1944 : Dieubet kêr goude ma voe lakaet sesiz warni e-pad 43 devezh (d’an 18 a viz Gwengolo).
1945 : Krouet Brest veur dre stagañ outi ar c’humunioù stok outi : Lambezelleg, Kerbêr-Kilbignon ha Sant Mark.
1946-1961 : Adsavet kêr hervez tresoù Jean-Baptiste Mathon.
1974 : Krouet Kumuniezh-kêr Brest, a vod 8 kumun.
2005 :  Dont a ra Kumuniezh-kêr Brest da vezañ Brest Meurgêr ar Mor.

AR SEVENADUR

Brest, ur gêr enni gouelioù hag abadennoù…a-hed ar bloaz !
A-hed ar bloaz e vez kinniget programmoù a-zoare e Kouarz Brest, ul leurenn vroadel anezhañ abaoe 20 vloaz hag ur greizenn kendalc'hioù ; e Park ar Penfell e vez engroezioù tud o tont da welet sonadegoù (Sting, Michel Sardou, Renaud, Johnny Halliday…) en e hall 12 000 plas hag er Garenn, sal ar sonerezhioù a vremañ, e vez aozet sonadegoù evit un « touristerezh nes ».

Ouzhpenn da se, Brest Meurgêr ar Mor a bed ac’hanoc’h da zont da ouelioù a bep seurt evel :

Yaouvezhioù ar Porzh (eus an 31 a viz Gouere d’an 28 a viz Eost) : Bodet e vez hogozik 235 000 den bep bloaz war kaeoù Brest da-geñver sonadegoù digoust.

Gouel Astropolis (eus an 13 d’ar 17 a viz Eost) : evit lidañ 20 vloaz al luskad Rave e vo kinniget ur programm bras er gouel-se er bloaz-mañ, gant 4 devezh gouestlet d'ar sonerezh elektronek, a vo o tasseniñ e pep lec’h e kêr, hag evit klozañ e vo aozet un abadenn veur e Maner Keroual.

Gouel Europat ar Filmoù Berr (eus an 8 d’ar 16 a viz Du) : 50 film berr, dibabet e-touez ouzhpenn 2 000 oberenn a zeu eus ar 27 bro zo en Unaniezh Europa, a vo kinniget er gouel-se ha gant-se e c’haller diskoachañ sevenerien warc’hoazh.

Hag erfin, e 2008, e oa bet aozet :

  • Tro Frañs : loc’het eus Brest d’ar 5 a viz Gouere.
  • Gouel etrebroadel ar Mor (eus an 11 d’ar 17 viz Gouere) : ar gouel, a vez aozet bep pevar bloaz, a oa bet bodet ennañ 2 000 a ouelierioù mojennel hag ouzhpenn 700 000 a vartoloded ha tud entanet gant ar mor. Abadennoù a-vil-vern a oa bet kinniget (gweladenniñ bagoù, dibunadegoù noz, arvestoù piroteknik…).

AR RAKTRESOÙ BRAS

Porzh-bageal ar C’hastell :
Graet en deus ar Morlu Broadel an dilez eus ul lodenn eus e borzh-mor gant kêr Vrest a-benn krouiñ « Porzh ar C’hastell ». Gant ar 575 plas a vo e traoñ ar c’hastell e c’hallo ar vageerien porzhiañ e kreizig-kreiz kêr. Gant un hir a vali hag ur poull evit an abadennoù e vo degemeret an abadennoù mor bras.

Krouidigezh ur c’harter : ar Gapusined
Krouet e vo ur c’harter 100 000 m2 nevez, el lec’h ma vo kinniget tiez-annez, burevioù ha stalioù-kenwerzh, el lodenn « istorel » eus kreiz-kêr. Ur brav a raktres, gant ur gwel kaer war ar porzh-brezel. E fin 2012 e e tlefe bezañ peurechuet al labourioù kempenn. Pemp karter eus kêr a vo adkempennet ha lakaet diouzh rouedad da zont an tramgarr.

Reveulzi an tramgarr
An doare treuzdougen-se, arnevez ha diouzh an engouestl evit an diorren padus, a zlefe bezañ prest da vont en-dro e-kreiz 2012. En em astenn a ray ar rouedad a-hed 14,7 km eus reter da gornôg kêr ha dre 25 arsav e tremeno an tramgarr.

GERIOÙ AR PEMDEZ E BREZHONEG...

Karout : Aimer :   /  Long : Hir   /  Année : Bloaz
Madame : Itron  /  Aujourd’hui : Hiziv   /  Main : Dorn
Au revoir : Kenavo /  Maintenant : Bremañ
Bateau : Bag  / Maison : Ti  /  Beaucoup : Kalz  /  Mer : Mor
Beurre : Amann  /  Merci : Trugarez /  Bienvenue : Degemer mat /  Mère : Mamm
Blanc : Gwenn /  Mois : Miz /  Bois : Koad  /  Monsieur : Aotrou
Bon : Mat /  Nez : Fri /  Bonjour : Demat  /   Noir : Du
Bretagne : Breizh  /  Non : Nann  /  Chaud : Tomm  /  Nuit : Noz
Cidre : Chistr /   Œil : Lagad / Crêpes : Krampouezh /  Pain : Bara
Kroaz : Croix, calvaire /   Pays : Bro /  Déjeuner : Lein /  Père : Tad
Demain : Warc’hoazh /  Petit : Bihan / Dimanche : Sul  /  Pierre : Maen
Dîner : Koan  /  Plat : Meuz /  Dix : Dek  / Pointe : Beg
Eau : Dour /  Port : Porzh /  Encore : Adarre  /  S’il vous plaît : Mar plij
Enfant : Bugel /  Soleil : Heol /  Été : Hañv  /  Table : Taol
Feu : Tan  /  Temps : Amzer /  Grand : Bras  /  Terre : Douar
Grand-mère : Mamm-gozh  /  Tête : Penn  / Grand-père : Tad-kozh  /   Vent : Avel
Jeune : Yaouank  /  Vieux : Kozh /  Joli : Koant   /  Ville : Kêr
Jour : Deiz  /  Vrai : Gwir

AR GWENN-HA-DU
Gant ar Gwenn e vez aroueziet ar broioù ma vez graet gant ar brezhoneg : Leon, Treger, Kerne ha Gwened. Gant an Du e vez aroueziet ar broioù, ma vez graet gant ar galleg : Sant-Maloù, Dol, Naoned, Roazhon, Pentevr. Erminigoù a zegas da soñj eus duged Breizh.